Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
224
An bevarzecvet Sul
hini a dle anaout ar graçou particulier en deus recevet.
Evit an bevarzecvet Sul goude ar Pantecost.
Abrege eus an Aviel hirio.
E illit quet servicha daou Væstr, eme hor Salver. N’en em liquit quet e poan da ouzout a belec’h ho pezo peadra d’en em vaga ha d’en em visca. Ho Tad Celestiel pehini a vag gant quement a sourci al laboucet eus an Eê, a bourveo ac’hanoc’h eus an traou-ze oll. Clasquit da guenta Rouantelez Doue, servichit Doue ervad, hac ho pezo quemense tout gant abondanç.
Sant Vaze, Ch. 6.
Meditation. Nep a servich Doue ervad, n’en devezo dienez a netra
Considerit penaus an Autrou-Doue dre e vadelez a fell dezàn ober gueneomp ur gondition pehini a so avantajus-bras evidomp ; goulen a ra hep-