Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/227

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
223
goude ar Pantecost.

O va Doue, grêt hoc’h eus muy evidòn evit n’am bize credet esperout, ha ne heanit morse oc’h ober vad din. Va buez a dlefe beza un action continuel a c’hraç : e pep amser e tlefen meuli hac exalti ho madelez, ho providanç hac ho misericord em andret ; mæs da neubeta ne vanquin quet bep mintin ha bemnos d’ho trugarecât eus ho madelezou gant an oll ferveur hac an oll anoudeguez possibl ; ha consideri a rin bepret an donæsonou hac an avantachou am eus recevet digueneoc’h, evel ur voyen roet din ganeoc’h evit va alya, va angagi ha va obligea d’ho caret ha d’ho servicha, ha d’en em sanctifia va-unan dre an usaich mad anezo.

Act a Drugarez.

Me ho trugareca, va Autrou ;
Eus hoc’h oll madelezou,
D’am beza crouet, conservet,
Prenet, en Ilis recevet.

Chetu aze ar graçou general hon eus recevet oll digant Doue ; peb-