quen digueneomp ma lacaïmp hon oll sonch hac hon oll sourci d’e servicha, hac én e-unan en em oblich da gaout sourci ac’hanomp, ha da fournissa deomp hon oll ezomou. Petra a ellomp-ni da zesirout guell ? Na dleomp-ni quet receo gant joa ha gant anaoudeguez-vad ur gondition quer mad evidomp ?
Liquit eta bepret ho studi d’en em acquita eus ho tever e quenver Doue, ha n’ho pêt quet aoun e vanque deoc’h ar pez a so necesser evit beva hac evit en em antreteni. Doue a so ho Tad, anaout a ra hoc’h ezomou, ha muy a vadelez en deus evidoc’h evit ne illit da gompren. Un tad quer mad hac èn a oufe abandoni e vugale en o necessite ?
Bezet fidel, a lavare ur Pap santel da ur Rouanes, bezet fidel da ober ar pez a c’houlen Doue digueneoc’h, grit afferiou Doue, ha Doue a raï afferiou ho Rouantelez. Lavaret a allàn ive evelse deoc’h : servichit mad an Autrou-Doue, ha Doue a bourveo ac’ha-