Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/230

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
226
An bevarzecvet Sul

noc’h : queit ha ma viot fidel d’e servicha, e allot lavaret gant fizianç evel ar Profet : Doue en deus sourci ac’hanon, ne vanco netra din.

N’en em nec’hit quet evit an amser da zont ; ne velot quet martese an amser-ze : perac eta en em dourmanti inutilamant ? Ha memes, caër ho pe songeal ha sourcial, caër ho pe evessaat ha beilla, caër ho pe labourat ha poania, netra ne brospero, ma ne ro Doue e venediction d’ho labour ha da guement a antreprenot.

Reflexion voarnoc’h hoc’h-unan.

Ma c’henta ha ma frincipala sourci hac en so da servicha Doue ha da labourat evit an Eê ? Regli a ràn-me voar quemense va oll actionou ?

Va brassa studi n’ef-èn quet da ouzout penaus e vevin ha petra a rin er bed-mâ ?

Ne zilesàn-me quet servich Doue, an Ofiç divin, evit ober ma afferiou temporel ?

Epad ma fedennou memes, va spe-