Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/231

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
227
goude ar Pantecost.

ret n’ef-èn quet alies muy occupet eus an tyeguez evit eus a Zoue ?

O va Doue, goulen a ret diguenê ma clasquin da guenta ha dreist pep tra ho Rouantelez, goulen a ret ma labourin evit ar Barados pehini eo ho Rouantelez ha va heritaich, goulen a ret ma quemerin ar voyen evit erruout eno, da lavaret eo, e cunduen ur vuez santel ; Mæs evidòn-me quen eguet evidoc’h eo e c’houlennit quemense, ha ma assuri a ret penaus mar er gràn, em assistot em oll necessiteou, quen temporel quen spirituel.

Ha beza e vezin me quen diræson ha quen disquiant evit revus an offr carantezus a ret din, hac a so oll em frofit hac em avantaich ?

Va Doue, grit dre ho craç n’am bezo hivisiquen quen sourci nemet an hini d’ho servicha bepret gant muy a fidelite.

Va Doue, abandoni a ràn etre ho taouarn, va c’horf ha va ene, va buez ha va afferiou, hac esperout a ràn e pourveot d’an oll ezomou quen temporel quen spirituel.