Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
228
Ar pemzecvet Sul
Evit ar pemzecvet Sul goude ar Pantecost.
Abrege eus an Aviel hirio.
A antree Jesus er Guær a Naïm gant e Zisquibien hac ur foul bras a bobl pehini en heulie, e touguet d’an douar map uniq un Intâves pehini a ïoa affliget meurbed. Hor Salver a sellas a druez out-y, hac a lavaras dezi ; na voelit quet. Neuse e taustaas hac e touchas ouz an arched, hac e lavaras : Den yaouanc, savit, me en ordren deoc’h. Sevel a eure en instant, ha Jesus èn rentas leun a vuez d’e Vam. An oll a voe soueset hac estlamet. Renta a resont gloar da Zoue, ha lavaret a rent entrezo : Ur Profet bras a so savet en hon touez, ha Doue so deut da visita e bobl.
Sant Lucas. Ch. 7.
Meditation voar ar ber amser eus ar vuez-mâ.
Considerit penaus an dud yaouanc