Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/233

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
229
goude ar Pantecost.

a varv couls hac ar re goz. Ar yaouanctis, an nerz, ar yec’het ne allont quet resista ouz ar maro.

Hor buez a verra bemdez, hac ar maro a dausta bepred.

Hor buez a dremen evel ur squeud en ur moment. An deveziou, ar misiou, ar bloavesiou eus hor buez, en em heul an eil eguile quer buan, ma varvomp pa hon eus a boan commancet mad da veva.

Pa songeomp en amser dremenet eüs hor buez, peguer ber n’er c’havomp-ni quet ? An amser da zont, pa vezo ive tremenet, a gavimp quer ber hac èn.

Na staguit quet eta ho calon ouz ar vuez-mâ, ha songit e rencot souden quitât ho madou, ho ty ; ho plijadurezou, ho querent, ho mignonet.

N’en em liquit quet e poan da veva pell amser ; mar d’oc’h mechant, ho puez ne vezo nemet re hir ; mar fell deoc’h en em sanctifia, hoc’h eus amser avoalc’h d’e ober, peguer ber benac ve ho puez.