Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/299

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
295
Meditationou.

Ah ! va ene, consider petra oud bet, evit en em humilia, hac ar pez ma oud bremàn dre vadelez an Autrou-Doue, evit e garet hac e servicha evel da Grouer, da Dad ha da Autrou souveren, da behini e tlees peb tra, hac a behini e depandes en pep tra.



MEDITATION.
Ha beza e vezin-me bepret er bed-mâ ? Peseurt fin am bezo-me ?


VA buez a dremen insansiblamant : eus an nombr a vloaveziou em boa da veva, un darn vras a so deja tremenet, ar rest a dremeno er memes fæçon. A-benn nebeut amser ne vezin muy voar an douar : va zud coz a so passeet oll : passeal a rin eveldo, ha ne chomo guenê netra eus a blijadurezou nac a vadou ar bed, quen nebeut ma so chomet gant o.

Perac eta en em arretàn-me quement d’en em avanç er bed, da ober va fortun, da glasq plijadurezou, da zastum madou pere am c’houitaï hac a ranquin da guitaat ?

Da betra servicho din quement a sourciou væn a guemeràn, ha quement a songesonou a ruillàn em speret ? Quemense-oll a zisparisso evel ur vogueden, evel un hunvre.

2 P. Petra vezo grêt ac’hanon pa varvin ? Va c’horf a vezo taulet en douar da vreina : va ene a vezo presantet dirag Doue evit renta cont eus ar pez e devezo grêt er bed-