Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10
An eil Sul eus an Azvent.
Respontit.
Un deiz e carren beza grêt va oll actionou evit Doue, petra vir ouzin-me n’er gràn quet ? Ah, ah ! ret eo din commanç d’e ober eus a vremâ, a hirio.
O va Doue, pa songeàn ne estimit netra ar c’haëra actionou, ma ne vent grêt gant un intantion santel, hac e recompansit gant liberalite ar re distera, pa vezont grêt evit ho cloar ; pebes queuz am eus-me da veza en em servichet quen nebeut bete vremâ eus ur voien quen æz da ober ervad va oll actionou ! Pebes tensor a veritou n’am bije-me quet acquisitet, hac am eus collet dre va negligeanç, siouaz, din !
Evit an trede Sul eus an Azvent.
Abrege eus an Aviel hirio.
ant Yan-Vadezour interroget gant ar Farisianet hac èn a oa Elii, pe ur Profet, a respontas ne oa nac an eil nac eguile. Piou oc’h-hu eta,