Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11
An drede Sul eus an Azvent.

emind-y, ha petra a livirit-hu ac’hanoc’h hoc’h-unan ? Neuse e lavaras : Ne doun nemet ur Voues digacet gant Doue evit avertissa ar bed d’en em brepari da receo ar Messii, da behini ne doun quet dign da zilassa e voutou.

Sant Yan. Ch. I.
Meditation var ar Humilite.

Considerit humilite Sant Yan. Respont a elle d’ar re pere en interroge, penaus e voa Profet ha Precursor ar Messii ; cousgoude e humilite a reas dezàn lavaret ne oa quet Profet, penaus ne oa quet dign da zilassa e voutou d’ar Messii.

Ar brassa Sænt a so bet ar re humpla en o amser : cuzet a reent muya ma ellent o vértuziou, hac ar pez o devoa a vras hac a excellant : ne zesirent ha ne glasquent nemet beza reputet evit netra, ha beza dispriget gant ar bed. Beza o devoa santimanchou isel aneze o-unan, ha n’en em gonsiderent nemert evel ar re distera eus an oll, hac evel ar brassa pec’herien.