Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
9
An eil Sul eus an Azvent.

nemet ar pez a illit. Ne illit quet ober pinigennou rust, evel e deus grêt ar Sænt ; ho labour a so tenn : he bien, andurit a galon vad ar fatig a santit en ho labour, hac offrit ho poan da Zoue. Ne illit quet ober an alusen, n’hoc’h eus quet a gomodite, paour oc’h hoc’h-unan : souffrit ho paourentez gant patientet. Ne illit quet pidi cals ; clàn oc’h : savit a amser-da-amser ho calon varzu Doue, andurit ho clènvet gant resination d’e volonte divin, unisset ho souffrançou gant re Jesus-Christ. Er fæçon-ze ema bepret en ho callout ober œuvrou mad.

Reflexion varnomp hon-unan.

Petra oun-me ? Pe seurt œuvrou a ràn-me ?

Respontit hoc’h-unan.

Ne ràn-me quet mui a re fall evit a re vad ?

Respontit.

Ma guella actionou memes petra a dalont-y dirac Doue ? Evit piou o gràn-me ? O offri a ràn-me da Zoue ?