Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8
An eil Sul eus an Azvent.

rac’h beza grêt cals a œuvrou mad, mæs neuse ne allot mui ober : bremâ e illit : perac eta na rit-hu quet ? bremâ hoc’h eus an amser, ar voyen hac an occasion, bemdez hac e peb lec’h oc’h en em acquitta eus a zeveriou ho stad hac ho condition. Ober a illit a bep hini eus hoc’h actionou quellies a œuvr mad, eus hoc’h actionou memes distera hac ordinala, evel oc’h ober ho labour ordinal pe ho servich, mar er grit gant un inantion santel, evit plijout da Zoue, dre garantez evit Doue.

Ar garantez eo a ro da un action e fris hac e merit. Doue a gonsider mui intention vad ha calon an den, evit ne gonsider e action.

Ar c’haëra actionou grêt hep beza raportet da Zoue, a so inutil evit an Eê, hac ar re distera, pa o grêr evit Doue, ne chomint quet hep recompans.

Evit ober œuvrou mad, ne d’eo quet necesser ober œuvrou bras ha dreist-ordinal ; Doue ne c’houlen di-