Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/11

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
7
An eil Sul eus an Azvent.

Christ a beza e oa ar Missii ? ha Jesus a respont dezàn dre e œuvrou. Chetu aze ur gouir voyen da rei da anaout petra oump, ha d’en em anaout hon-unan. Diouz ar frouez a zoug ur vezen e anavezer petra eo.

An œuvrou mad a so ar gouir merq eus hor vertu en hor buez : beza e vezint hor c’honsolation en heur ar maro : ober a raïnt hor c’hurunen, hor gloar, hon eürusdet er bed all.

Ar goall actionou er c’hontrol a so ur merq eus hor goall inclination hao eus a gorruption hor c’halon : rei a raint deomp un dristidiguez diremed en heur ar maro, ha beza e vezint hon tourmant er bed all.

Pe seurt œuvrou a rit-hu, pe seurt exempl a roit-hu ? hac èn a aller lavaret hoc’h ho qouelet : cetu aze ur c’hristen mad, ur servicher mad da Zoue ?

Petra a illit-hu da songeal eus ac’hanoc’h hoc’h-unan, pa sellit ous hoc’h actionou ?

Dont a raï un deiz e pehini e car-