Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/10

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
6
An eil Sul eus an Azvent.

net, ha ma reglin quer mad va buez, ma illin esperout receo ur setanç favorabl, ha caout an eur da veuli da jamæs ho misericord gant an Ælez hac an oll Sænt.



Evit an eil Sul eus an Azvent.
Abrege eus an Aviel hirio.


Sant Yan o veza clevet er prison, e pehini e voa lequeet gant Herodes, ar Miraclou a ree Jesus-Christ, a gassas daou eus e zisquibien evit goulen ountâ hac èn a oa ar Missii. Hor Salver a reas en o fresanç meur a viracl, hac evit oll-respont e lavaras dezo : iit da raporti d’ho Mæstr ar pez hoc’h eus clevet hac ar pez hoc’h eus guelet, ar re zall a vêl, ar re glàn so pare, ar re varo a ressuscit, an Aviel a so preseguet d’ar re baour.

Sant Vaze, Chab. 11.

Meditation var an œuvrou mad ha var ar voyen hac ar facilite hon eus d’o ober.

Sant Yan a c’houlenne dious Jesus-