Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
5
Ar Sul quenta eus an Azvent.

oll actionou, comsou, songesonou ha penaus e vezin barnet hervez ma œuvrou ?

Songeal a ràn-me penaus ar pec’hejou-ze pere am eus cuzet gant quement a sourci, a vezo disoloet dirac ar bed oll, ma ne labouràn d’o effaci breman dre ur gouir binigen ?

Ar brassa Sænt, goude ur vuez bur ha santel, o deus crenet gant aon rac jugeamant Doue ; pebes spont na dleàn-me quet da gaout, me pehini a so quen dibourvez a œuvrou mad, ha quer carguet a bec’hejou ; cousgoude e vevàn hep aon ebet : e guirionez, var petra eo fontet va assuranç-me ?

Peden.

O va Salver, c’hui pehini a so bremâ leun a vadelez evit ar bec’herien, na bermetit quet e ancoaën morse e comparissin un deiz dirag ho tribunal terribl, evit renta cont eus va oll œuvrou, ha receo ur setanç a vuez pe a varo eternel. Grit dre ho craç, ma reparin dre ar binigen va fautou treme-