tion special evit ar pemp gouli, hac en devezo grêt e bossibl da imita e Salver crucifiet, peguen dous, emoun-me, e vezo dezàn en heur ar maro quemer e grucify etre e zaouarn ha mervel ous e gontempli ? Pebes fizans n’en devezo-èn quet é Croas Jesus-Christ, en e C’houliou sacr hac er goad precius en deus scuillet evitàn !
Peguen dous eo mervel etre divrec’h ar Groas da nep en deus-hi caret epad e vuez !
Esus o veza apparisset d’e Zisquibien goude ma voe ressuscitet, Sant Thomas pehini ne voa quet en em gavet neuse gant ar re-all, ne fallas quet dezàn e gridi, pa el leversont dezàn. A ben eiz dez goude, Jesus a apparissas c’hoas d’e Zisquibien en amser ma oant oll assembles. Lavaret a eure dezo : Ar Peoc’h ra vezo gueneoc’h. Goudeze e lavaras da Dhomas : sellit ouz va daouarn, sellit ouz