Mont d’an endalc’had

Abrege eus an Aviel/Chapistr 55

Eus Wikimammenn
◄   Evit an 17 sul goude ar Pantecost Evit an 18 sul goude ar Pantecost Evit an 19 sul goude ar Pantecost   ►


Evit an trivec’hvet Sul goude ar Pantecost.
Abrege eus an Aviel hirio.


TUd vad ha carantezus a zougas hac a bresantas da Salver ar bed un den clàn pehini a oa paralitic, da lavaret eo, seyet, hac a oa gourveet voar ur guele. Jesus o velet ar feiz o devoa, a lavaras d’ar paralitic : va map, ho pet fizianç ha quemerit couraich, ho pec’hejou a so pardonet deoc’h. Goudeze e lavaras dezàn : savit, douguit ho quele, hac iit d’ho ty. An den-ze en em gavas er moment-ze yac’h ha dispos : ober a eure ar pez a oa ordrenet dezàn, hac ar bobl o velet ur miracl quer bras, a rentas gloar da Zoue.

Sant Vaze, Ch. 9.
Meditation voar an dispositionou gant pere e tleomp caout recours ouz Doue evit beza chelaouet.

Ret eo en em adressi dezàn gant fizianç ; goulen dreist pep tra hon ezomou spirituel ; ober eus hon c’hostez ar pez a ellomp, hac en em resina d’e volonte divin.

Considerit penaus ar feiz hac ar fizianç vras eus ar Paralitic-mâ hac eus ar re er presantas da Jesus-Christ, a zesq deomp an dispositionou gant pere e tleomp caout recours dezàn ; ha Jesus-Christ e-unan o pardoni e bec’hejou d’ar Paralitic abars renta dezàn ar yec’het, a zesq deomp penaus e tleomp e bidi principalamant hac abars pep tra d’hon dilivra eus a infirmiteou ha clevejou hon ene.

Ar Paralitic hac an dud vad-ze pere en dougue, a zisquee dre an action-ze penaus e credent en devoa hor Salver ur gallout souveren voar an oll infirmiteou hac an oll glenvejou, ha penaus en devoa ur vadelez pehini ne scuize quet o soulagi ar re miserabl hac oc’h ober vad da bep sort tud. Credit ive hoc’h-unan penaus en deus hor Salver carantezus ur guir desir d’ho tilivra eus hoc’h oll miseriou hac infirmiteou. Presantit dezàn hoc’h ene, ha pedit-èn d’e farea eus he faralisi spirituel ; mæs pedit-èn gant ur feiz beo, gant ur fizianç humbl ha disposet da gooperi d’e c’hraçou : ha credit parfet e roï deoc’h ar sclerigen, an nerz hac an oll graçou necesser evit silvidiguez hoc’h ene.

Peguer bras pec’her bennac e vec’h, credit penaus e hillit en em gonvertissa gant sicour Doue ; ne deus quet a voal-acustumanç a behini ne allac’h en em zisober gant ar sicour eus e c’hraç ; dont a illit memes da veza ur Sant bras, mar doc’h fidel da heulia an inspirationou santel a zeu deoc’h eus an Eê.

Peguement a Sænt so er barados pere a so bet pec’herien vras er penn quenta eus o amser ! O c’honversion a zisquez deoc’h ar batiantet vras hac ar vadelez infinit eus a Zoue, hac a dle disqui deoc’h esperout gant fizianç ar pardon eus ho pec’hejou, ha cridi e erruot er memes eürusdet mar bezit fidel d’ar c’hraç evel ma ind-y bet. Peguer consolant eo ar virionez-ma ! Pebes couraich na dle-hi quet da inspira da ur pec’her !

Cridi a ràn, va Doue, hoc’h eus ur guir volonte, ur guir desir d’am fardoni ha d’am savetei, mar caràn distrei ouzoc’h : perac eta e taleàn-me ur moment d’en em deul etre divrec’h ho misericord infinit ? Pebes consolation douçoc’h evidon, eguet ho clevet-hu o lavaret din evel ma leverzoc’h d’ar paralitic : va map, ho pec’hejou a so pardonet deoc’h.

Ho fizianç e Doue a dle chasseal eus ho calon pep disesper, mæs ne dle quet ober deoc’h coueza er bresomption. Doue a fell dezàn ho savetei, mæs goulen a ra ma labourot ive evit ho silvidiguez, rei a ra deoc’h e c’hraçou, deoc’h eo ober un usaich mad anezo. Ar c’hraç ne vanq quet deoc’h, mæs na vanquit-hu quet oc’h-unan d’ar c’hraç ?

Evidoc’h-hu, eneou fidel, mar en em guivit nec’het gant poaniou-speret, tourmantet gant tentationou, heb consolation ebet ; mar seblant deoc’h e vec’h dileset gant Doue, hac e ve disesperet pep tra evidoc’h, na gollit quet couraich, en em acquitet atau ouz ho tever guella ma allot, en em abandonit hac en em resinet da volonte Doue ; livirit dezàn gant ur fizianç humbl : va Doue, ne gavàn consolation ebet em poaniou, ne gavàn goud ebet em devotionou, tourmantet oùn gant pep sort tentationou, ne ouzòn quet petra a teuin, quement a allàn da ober em affliction, eo en em abandoni etre ho taouarn : va oll boan ha va oll spont a dremen, hac en em gavout a ràn e peoc’h, querquen ha ma em eus lavaret deoc’h a galon : Va Doue, ne zesiràn nemedoc’h ; va Doue, en em abandoni a ràn deoc’h.

Reflexion voarnoc’h hoc’h-unan.

Ha beza hoc’h eus-hu an oll fizianç a dleit da gaout er visericord eus a Zoue ?

Na songit-hu quet marteze penaus ne deus moyen ebet deoc’h d’en em disober eus ur goall accustumans bennac ho pe quemeret ?

Ne doc’h-hu quet er c’hontrol ur pec’her presomptuus ? Songeal a rit-hu e viot pardonet gant Doue hac e viot salvet heb ober netra hoc’h-unan ?

Petra a rit-hu evit silvidiguez hoc’h ene ?

Pe seurt effort a rit-hu evit trec’hi ho coall inclinationou ?

Pebes profit a dennit-hu eus a c’hraçou an Autrou-Doue, eus e inspirationou santel ? Elec’h songeal da geinch buez, na berseverit-hu quet en ho tisurz heb remors nac aoun ebet ?

O va Doue, na bermetit quet e couessen nac er bresomption nac en disesper. Grit din ar c’hras da labourat evit silvidiguez va ene gant aoun ha gant spont en ur gonsideri va sempladurez ha va fragilite ; mæs liquit ive em ene ur fizians parfet en ho cras, en ho madelez, en ho misericord.