Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/55

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
51
goude ar Rouane.

guez, gant ur volonte franc. Goulennit ive pardon eus ar re hoc’h eus grêt, hac a rit marteze alies bemdez heb sonch ha dre ignorans.

O va ene, laca evez ouz ar pec’hejou bian, ma ne fell quet did coueza er re vras. Na gonsider morse evel nebeut a dra ar pez a zisplich da Zoue hac a ell beza ar penn-caus eus da zaonation.

O va Doue, n’em boa biscoas comprenet e vije ar pec’het veniel un drouc quer bras. Inspirit din an oll horror a dleàn da gaout anezàn, ha grit dre ho cras ma vezin fidel deoc’h en traou bian, evit ma vezin fidel er re vras.



Evit Sul ar Septuagesim.
Abrege eus an Aviel hirio.


ROuantelez an Eê, eme Jesus-Christ, a so hênvel ouz un tad a famil pehini a yeas mintin-mad da glasq labourerien, hac o veza accord a bris gant o ; o c’hassas da labourat en e vinien. O veza cavet da greis-