dez ha da abardae tud dilabour, e lavaras dezo : perac e chomit-hu aze heb ober netra ? Iit ive da laboürat em guinien, hac e roïn deoc’h ar pez a vezo dleat. Pa oue deut an nos, Mæstr ar vinien a ordrenas d’e zen a affer pêa an oll dud, ha commans dre ar re diveza a voa deut. Ar re eta a ïoa deut d’an abardae o veza tausteet, a recevas peb-hini un diner (pehini a oa pris un devez en amser-ze.) Ar re a ïoa deut dioc’h ar mintin o veza en em bresantet, a songe o devise muy evit ar re-all, mæs ne voe roet dezo nemet ivez peb a ziner. Commans a resont da vurmuri : ar re-ze, emind-y, n’o deus labouret nemet un heur-amser, ha cousgoude o deus bet quement ha ni, ni pere hon eus labouret epad an dez. Mæs ar mæstr a respontas : ne ràn quet a c’haou ouzoc’h ; ne dom-ni quet accord a bris ? Quemerit ar pez a so dleet deoc’h hac en em dennit. Mar fell din rei d’ar re diveza quement ha ma roàn deoc’h ; ha ne d’eo quet permetet din rei ar pez a
Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/56
Neuz