Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/57

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
53
Evit Sul ar Septuagesim.

garàn ? Evelse, eme hor Salver, ar re diveza a vezo ar re guenta, hac ar re guenta a vezo ar re diveza ; car cals a so galvet, ha nebeut so choaset.

Sant Vaze, Ch. 20.
Meditation var an affer eus hor silvidiguez, ha var ar pez a dleomp da bratica evit e ober.

Considerit penaus Doue a zeu d’hor guervel ha d’hon invita da labourat en e vinien, da lavaret eo, da labourat evit silvidiguez hon ene. Hor guervel a ra dre vouez ar Bredicatoret, dre vouez hor Pastor hac hon directeur, ha dre e inspirationou santel. Presanti a ra deomp occasionou d’en em savetei en hor yaouanctis, e creis hor buez, ha var fin hon amser. Queït ha ma edomp voar an douar, e allomp ober hor silvidiguez : Doue en deus ur volonte sincer ha guirion d’hor savetei, hac e c’hraç ne vanq morse deomp. Peguer consolant eo ar vouirione-mâ !

Mar caràn eta, e allàn beza eternellamant eürus. Ha disquiant