Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/58

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
54
Evit Sul ar Septuagesim.

avoalc’h e vezin-me evit revus un eürusdet eternel a so offret din gant Doue ?

Mar gounean ar Barados, em eus gouneet tout ; mar collàn ar Barados, em eus collet tout. Ar c’henta hac ar brassa affer am eus eta er bed-mâ, eo songeal em silvidiguez.

2 P. Considerit penaus an eürusdet eternel prometet deomp gant Doue, a so ur recompans hac ur gurunen pehini ne vezo roet nemert d’ar re o devezo e gouneet : an Tad a famill ne beas nemet ar re o devoa labouret en e vinien.

Evit ober eta ho silvidiguez, ret eo labourat, ret eo servicha Doue ervad, miret e c’hourc’hemennou, pratica ar vertu, ober œuvrou mad, renons d’ar bed d’ar c’hic, d’an drouc-speret. Eürus ar re o deus-en gret adalec o yaouanctis ! Ar gustum vad pehini o deus quemeret, a ra dezo cavout Lesen Doue æz ha facil da viret, ha redec gant joa en hent eus ar silvidiguez.