Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/54

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
50
Ar c’huec’hvet Sul

Na gonsiderit quet evel nebeut a dra ar fautou bian, ar pec’hejou veniel ; ar pec’het veniel a so un drouc bras hac en deus effejou maleürus ; car displijout a ra da Zoue, hon priva a ra eus a gals a c’hraçou, diminui a ra carante Doue en ene, hac e disposi a ra d’ar pec’het marvel ; ur pec’het veniel a elle beza ar pen-caus eus hor reprobation.

Considerit ouspen-ze penaus an distera pec’het a renq beza punisset pe er bed-mâ pe er bed-all. Ar santela den eus an douar, mar deu da vervel gant ur pec’het veniel hepquen, a souffro poaniou estrainch er pugator evit expia ar faut-ze. Comprenit dre guemense petra eo ar pec’het veniel, ha gant pebes sourci e tleit e evita.

Examinet ha ne deoc’h-hu quet sujet da gommeti pec’hejou veniel, var digare ne dint quet pec’hejou bras. Goulennit pardon digant Doue eus a guement hini hoc’h eus grêt. Quemerit ar resolution da zivoall na reot muy nicun, da viana gant ho couïe-