Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/53

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
49
goude ar Rouane.

mæs oc’h ober ar pez a c’houlen Doue digueneomp. An treou biana ha disterra ne dint muy bian na dister pa vent grêt evit Doue. Hor fidelite en treou bian a so ur merq eus hor c’harante evit Doue. Ar spont rag an Ifern hon ampeich da gommeti pec’hejou marvel, mæs carante Doue a inspir deomp horreur ous ar re veniel. Un dra vras ha parfet eo, eme S. Augustin, beza fidel da Zoue en treou dister.

2 P. Un dra vian a den da vras. Dre ur pec’het bian e commans an disurzou brassa ; eus ur sulen dân e teu un tân-goall, eus ur c’hreunen seneve e saf ur voénn ; un tamic goell a ra d’an toas oll trenca. Clasquit ar sourcen eus ho tisurzou, hac e c’heffot en infideliteou dister hoc’h eus en em bermetet, pe en neglijans hoc’h eus bet er c’hommansamant da resista ous ho coall inclination. Nep a so infidel en treou bian, eme Jesus-Christ, a vezo infidel en treou bras.