Mont d’an endalc’had

Abrege eus an Aviel/Chapistr 19

Eus Wikimammenn
◄   Evit an drede sul eus ar C’horaïs Evit ar bevare sul eus ar C’horaïs Evit sul ar Bassion   ►


Evit ar pavare Sul eus ar C’hoarais.
Abrege eus an Aviel hirio.


JESUS o veza gant e zisqubien voar ur menez en tu all da vor Galile, hac o velet ur foul a bobl o tont d’e heul, a behini e oa vardro pemp mil den, a c’houlennas hac e oa bara avoalc’h evit rei da zibri d’an oll bobl-ze. Respontet voe dezàn ne voa nemet pemp bara hey ha daou besq. Ordren a reas d’ar bobl asea ; hac o veza roet e venediction voar ar pemp bara hac an daou besq, e roas d’an oll quement hac a zesirent. Goude ma o devoa finisset da zibri, e lavaras d’e zisquibien destum ar restajou, evit ne aje netra da goll, ha carga a rezont daouzec paner eus an tamou restet. Ar bobl-ze o velet ar miracl en devoa grêt hor Salver, a fallas dezo e lacaat da Roue, mæs en em retira a eure diout-o.

Sant Yan, Ch. 6.
Meditationou voar ar fizianç a dleom da gaout e providanç Doue.

Ne deus netra ræsonaploch, netra avantajussoc’h evidomp, netra agreaploc’h da Zoue, eguet lacaat hon oll fizianç en e Brovidanç divin.

Considerit da guenta penaus ne deus netra ræsonaploc’h eguet esperout gat fïzans e roï Doue deomp ar pez a so necesser evit antreteni hor buez. Doue pehini a vag al laboucet eus an Eê, ne abandono quet e vugale. Hor c’haret a ra, anaout a ra hon necessiteou, ha prometet en deus e fournisso deomp hon oll ezomou.

Un den a fiz e yec’het en ur Medicin, e broces en un Avocat, hac e vuez, mar deo dall, en ur c’hrouadur : hac e raëm-ni difficulte d’en em abandoni etre daouarn Doue ?

Hac e vec’h paour, hac e vec’h carguet a vugale, a afferio hac a zle, hac e vec’h abandonet gat an oll, esperit ur sicour assuret eus an Eê, mar en em adressit da Zoue gant ur gouir fizians. Doue en em blich oc’h hor sicour pa vemp dibourvez a bep sicour-all. Pa seblant pep tra disesperet, neuse e tleomp esperout muya, car er ranconjou-ze eo e ra miraclou, evel ma en deus grêt e faveur ar bobl pehini en heulias en desert. Ma sonchemp mad, e velfemp peguen alies en deus grêt Doue deomp santout an effejou dous eus ur brovidans special varnomp.

D’an eil, ne deus netra gouell evidomp, eguet lacât hon oll fizians e Doue. Peguen eürus eo nep en em abandon d’e brovidans, hac en em repos voar e vadelez ! Netra n’en troubl, cousquet a ra e creis an tourmant, abalamour ma oar eo Doue e bilot, e dad, e bastor, e refuich hac e brotecteur. Doue ive en em interes en e oll afferiou, Doue a ro e venediction da guement a ra hac a antrepren, pourvei a ra d’e oll necessiteou ha dousaat e oll boaniou.

D’an drede, ne deus netra agreaploc’h da Zoue eguet ar fizians hon eus ennàn ; car dre eno e anaveomp hac e c’hlorifiomp e vadelez, e furnez, e buissans. Netra ne douich muy hor c’halon eguet ar fizians a zisquezer caout ennomp : jugeomp evelse eus a Zoue.

Examinomp hor c’halon, guelomp ha ni hon eus ur fizians dign eus a vadelez an Autrou Doue.

Mar doc’h nec’het gant hoc’h afferiou pe gant ho tle, da biou hoc’h eus-hu recours ? Marteze d’ho mignonet ha d’ho protectoret, heb songeal da recommandi hoc’h afferiou da Zoue, pehini a zispos a bep tra.

En ho clênvejou ne glasquit-hu quet pep sort remejou, heb songeal marteze er Medicin souveren pehini hepquen a ell ho parea, hac heb pehini an oll remejou a so inutil ?

Mar doc’h paour, na liquit-hu quet ho fizians e certen tud charitabl, ha mar deuont-y da vancout pe da vervel, n’em em abandonit-hu quet d’an dristidiguez ha d’ar chagrin, o cridi hoc’h eus collet tout, heb songeal penaus an Autrou Doue en deus en e denzoriou peadra da bourvei d’hoc’h oll ezomou.

O va Doue, peguer mad ha peguen dous eo en em reposi voar ar sourci eus ho providans ! Sul-vuy e lequeomp hor fizians enoc’h, seul-vuy a sourci hoc’h eus ac’hanomp.

Ma Doue, c’houi a so va Zad, leun oc’h a vadelez evidon, anaout a ret va oll necessiteou, penaus eta e oufen-me mancout da lacât enoc’h va oll fizians !