Abrege eus an Aviel/Chapistr 18

Eus Wikimammenn
◄   Evit an eil sul eus ar C’horaïs Evit an drede sul eus ar C’horaïs Evit ar bevare sul eus ar C’horaïs   ►


Evit an drede Sul eus ar C’hoarais.
Abrege eus an Aviel hirio.


JEsus a chasseas un diaoul mud eus a gorf un den ; ha pa en devoe e chasseet, an den mud a barlantas. Jesus a lavaras goude ze : pa vez sortiet ar speret impudic eus a un den, e ra e oll bossibl evit antren ennàn adarre gant seiz speret all creoc’h ha goassoc’h evitàn, hac an diveza stad eus an den-ze a zeu da veza goassoc’h eguet ar c’henta.

Sant Lucas. Ch. 11.
Meditation voar an affeil er pec’het, ha voar ar voyen d’en em breservi eus ar maleur ze.

Considerit penaus ur pec’her pehini goude beza chasseet an drouc-speret eus e galon, hac en em reconciliet gant Doue dre ur govesion vad, a zistro d’e bec’het, en em gaf en ur stad goassoc’h ha dangerussoc’h evit e silvidiguez, evit ne oa ar stad e pehini ez oa quent.

E bec’het a so brassoc’h ha grevussoc’h, car un disleal eo o vancout d’ar bromessa en devoa grêt da Zoue ; hac un ingrat eo, pa zeu, elec’h anaout ar vadelez a Zoue d’e veza pardonet, d’e offanci a-nevez : jugit a guemense dreizoc’h hoc’h-unan. Goude ma ho pe pardonet da un den un offans en deffe grêt deoc’h, ma teufe an den-ze d’hoc’h offanci adarre, ne gafac’h-hu quet an eil offans goassoc’h c’hoas evit ar chenta ? ha ma ho pe-hu grêt hoc’h-unan quement-all da ur re benac, n’en em gredac’h-hu quet indign da veza pardonet ?

An affeil a rend ouzpen-ze difficiloc’h conversion ar pec’her, abalamour, da guenta, ma teu e galon da veza insansiploch ha caletoc’h ; d’an eil, Doue dre ur bunition just a zeu d’e briva eus e c’hraçou special, a bere ez eo en em rentet indign dre e ingrateri ha dre an disprijans en deus grêt eus ar c’hras hac eus ar pardon en devoa recevet, ; d’an drede, an drouc-speret o veza cavet ar voyen da zistrei en e ene, a zeu d’e denti goassoc’h ha da redoubli e effort gant aoun na ve chasseet adarre.

2 P. Considerit ar moyenou pe remejou evit en em breservi dioc’h an affeil. Ar c’henta, beillit ha bezet bepret voar evez gant aoun na veac’h surprenet gat an drouc-speret ; na songit quet e veac’h en assurans evit beza e chasseet eus ho calon dre ar binigen, ober a raï e oll bossibl evit antren adarre. Eil remed, pellaït diouz an occasionou, hep fiziout voar ho nerz na voar ho resolutionou. An drede, songit aviziou, ispicial pa viot tentet, er bromeseaou hoc’h eus grêt d’ho covesour ha da Zoue ; songit er vadelez a Zoue da veza ho pardonet deja meur a veich : penaus e oufac’h-hu neuse caout ur galon ingrat avoalc’h evit e offanci a-nevez !

Reflexion voarnomp hon-unan.

Ha songet mad am eus-me biscoas er maleur da behini on em exposet dre an affeil er pec’het ?

Goude beza bet o coves ha recevet digant Doue ar pardon eus va fec’hejou, ne vevàn-me quet evel pa ne ve muy danger ebet ividòn ? Ha sourcius oun-me da bellât diouz an occasionou dangerus ?

Beza ez oun-me humploc’h, o voelet va sempladurez ha va fragilite ?

Disfiziout a ràn-me muy ac’hanon va-unan ?

Sourciussoc’h oun-me da gaout recours ouz Doue dre ar beden, ha resista a ràn-me gant muy a gouraich ouz va goal-inclinationou ha tentationou an drouc-speret ?

O va Doue, evit en em viret diouz an affeil er pec’het, me a guemer hirio ar resolution da renons a grenn d’an occasionou pere a so bet quer maleürus evidon. Conservin a rin ive doun em c’halon ar memor eus ho misericord hac eus ar vadelez hoc’h eus bet da bardoni din ma fautou tremenet, ha labourat a rin gant muy a sourci da vortifia ha da drec’hi va goal inclinationou ; mæs roït din, me ho supli, an nerz har ar gouraich a bere am eus ezom.