Mont d’an endalc’had

Abrege eus an Aviel/Chapistr 17

Eus Wikimammenn
Prud’homme, 1822  (p. 74-78)



Evit an eil Sul eus ar C’hoarais.
Abrege eus an Aviel hirio.


JEsus a bignas voar menez Thabor gant tri eus e Ebestel, Sant Per, Sant Jacques ha Sant Yan, hac en em dransfiguras en o fresans : e visaich a zeuas da veza scler ha brillant evel an heaul, hac e viscamant guenn evel an erc’h. E Ebestel a velas er memes amser Moyses hac Elii ous en em antreteni gantâ. Sant Per leun a admiration hac a joa a lavaras : Ô va Salver, peguen agreabl ha peguen dous eo beza amâ ! peguen eürus en em guevomp-ni ! ha mar plich guéneoc’h, ni a savo amâ tri Zabernacl, unan evidoc’h unan evit Moyses, hac un all evit Elii. N’en devoa quet achuet mad e goms, ma voent goloet oll gant ur goabren gaër ha brillant, a behini e sortias ur vouez scler ha divin pehini a lavare : Cetu aze va Map muia caret, an objet eus va c’harantez hac eus va c’hompIesans, chelaouit-èn. Jesus a zifennas outo discleria abars e Resurrection ar pez o devoa guelet.

Sant Vaze, Ch. 17.
Meditation. Doue a ra d’e servicherien fidel santout er bed-mâ memes ur joa interieur hac un douçder celestiel.

Adorit ha meulit hor Salver pehini evit hor c’hourachi d’e servicha gant fidelite, a ro deomp er Myster-mâ eus e Dransfiguration ur merq eus e c’hloar hac eus an hini a brepar d’e servicherien ebars en Eê ; hac a zisquez deomp ouspen penaus e ra dezo santout er bed-mâ memes plijadurezou pur, dous ha consolant.

Doue ne zeport quet ar vuez-all evit recompanci e servicherien fidel, carga a ra er vuez-mâ o ene eus ur peoc’h, eus ur joa pehini a santer gouell evit ne aller e explica.

Peguer bras eo, ô va Doue, eme ar Profet, peguer bras eo an douçder hoc’h eus reservet d’ar re o deus ho toujanç ? Pebes douçder eta na rit-hu quet tanva d’ar re ho car hac ho servich a greiz o c’halon !

Mar o deus guir servicherien Doue ur c’heuz hac un displijadur benac, eo da veza e anaveet re divead ; hac e leveront evel Sant Augustin : O Doue a garantez ! guened ancien ha bepret nevez, re divead am eus ho caret !

Ret eo ansao cousgoude penaus an eneou mad n’emaïnt quet evit guir heb croasiou er bed-mâ ; mæs carout a reont ar c’hroasiou-ze dous hac agreabl, abalamour ma ouzont e ro Doue dezo neuse ur merq sansibl eus e garantez, ha penaus e roont ive dezàn ur merq assur eus o fidelite. Ar gouel eus ar recompans a esperont en Eê ; o c’honsol hac o c’harg a joa ; eürus en em gavont d’en em voelet neuse henvel ous Jesus crucifiet ; ha beza o deus un assurans moral eus o silvidiguez, pehini eo ar brassa consolation a aller da gaout er vuez-mâ. En em rejouissa a ràn em souffrançou, eme Sant Paul, leun oun a gonsolation ha leun a joa e creis va oll afflictionou.

Considerit penaus evit caout ar joa spirituel-ze, ez eo ret caout ur goustians pur ha net. Jouissa a reot eus ur repos dous, ma ne rebeich netra deoc’h ho coustians : ar goustians vad a so ur banquet delicius ha continuel. Ret eo ouzpen-ze renons da joausdet ha plijadurezou vaen ar bed ; ne illit quet en em rejouissa gant ar bed, hac en em rejouissa gant Doue.

Reflexion varnoc’h hoc’h-unan.

Ha c’houi hoc’h eus cavet biscoas ur gontantamant barfet en creiz plijadurezou ar bed ? Ha ne vanque quet atau un dra benac d’hoc’h eürusdet ?

Mar hoc’h eus servichet Doue ervad un amser benac, ha c’houi a so bet biscoas contantoc’h hac eürussoc’h evit ne voac’h neuse ? Ho pezet sonch eus an daëlou a zevotion hoc’h eus scuillet en amser-ze ; n’o deus-ii quet roet deoc’h muy a gontantamant, evit n’ho poa cavet e touez divertissamanchou ha joausdet ar bed ?

En em roït oll da Zoue, hac e voelot ne deus quet brassoc’h plijadur er bed, eguet disprisout plijadurezou ar bed dre garante evit Doue.

O va Doue, va c’hrouet hoc’h eus non pas evit ar bed nac e blijadurezou, pa ne allont quet contanti va c’halon ; evidoc’h hepquen eo hoc’h eus va c’hrouet, ha ne gavin morse a repos quen a resposin enoc’h.

Ne gavin james a vouir gontantamant e me ac’hanoc’h hac e meas eus ho servich. Grit dre ho cras n’am bezo quen desir nemet da blijout deoc’h, d’ho caret ha d’ho servicha, ha ma clasquin bepret enoc’h va oll gonsolation, va oll joa, va oll eürusdet.