Abrege eus an Aviel/Chapistr 16

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Evit Merc’her ar Ludu Evit ar sul quenta eus ar C’horaïs Evit an eil sul eus ar C’horaïs   ►

Sant Vaze, Ch. 4.
Meditation war an Dentation.

1 P. Exposet oump da un infinite a dentationou.

2 P. Perac e permet Doue e vemp tentet.

3 P. Ar voyen da resista ous an dentation.

Adorit hor Salver Jesus-Christ pehini a bermet d’an drouc-speret e denti, hac a souffr an humiliation-ze evit disqui deoc’h ar feçon da gombati ous adversour hor silvidiguez, evit meritout deoc’h ar c’hras da drec’hi e dentationou, evit disquez deoc’h penaus ne dleit quet esperout beza exant eus an dentation, e pe stat benac e veac’h, ha peguer santel benac e oufac’h beza.

Buez an den voar an douar ne d’eo nemert ur bresel hac un dentation continuel : an drouc-speret hon tent, ar plijadurezou a drompl hor c’halon,an afflictionou a ziscar hor c’houraic’h, hor mignonet hac hon adversourien, hor c’horf hac hor passionou, pep tra hon tent er bed-mâ.

2 P. Considerit penaus Doue a bermet e vemp tentet evelse, evit hon renta humbl, evit ober deomp anaout hor sempladurez, evit ober deomp disfiziout ac’hanomp hon-unan ha caout recours ountâ, evit distaga hor c’halon dious an traou crouet, evit rei deomp ar voyen da veritout curunen an Eê : ne deus quet a gurunen hep victor, ne deus quet a victor hep combat, ne deus quet a gombat hep tentationou hac adversourien. Mæs Doue ne bermet quet d’an drouc-speret hon tenti dreist hon nerz : hon alya, hon incita a ell d’an drouc ; mæs ne all quet hor c’hontraign, ne all trec’hi nemet an nep a fell dezàn beza trec’het.

Mar permet Doue e veac’h tentet, credit parfet ez eo ive atau prest d’ho sicour ha d’ho souten a enep adversourien ho silvidiguez ; ho pezet eta recours ountâ, implorit e asistans, hac e combato gueneoc’h, hac evidoc’h. Mar hoc’h eus Doue en tu gueneoc’h, petra a ell ober en hoc’h enep hoc’h oll adversourien, ha rac petra a illit-hu caout aoun ? E c’hras a so creoc’h ha puissantoc’h eguet oll effort hoc’h adversourien, ha beza en deus un desir ardantoc’h d’ho savetei evit n’en deus an drouc-speret d’ho coll.

3 P. Evit resista eta ouz an dentation, goulennit sicour eus an Eê, ha liquit ho fizians e Doue ; mæs ive disfiit ac’hanoc’h hoc’h-unan ; pellaït diouz an occasionou dangerus. Nep a gar an danger, en em gollo ennàn, eme ar Speret-Santel.

Beillit varnoc’h hoc’h-unan, voar ho squianchou naturel, ispicial voar ho taoulagat.

Resistit ouz an dentation quentra ma he santot : chasseit eus ho speret, pronta ma ellot, er goal songesonou, evel ma taulac’h pront diouzoc’h ur c’hlaouen veo couezet voar ho torn pe voar ho tillad.

Reflexion varnoc’h hoc’h-unan.

Hac en em servija a rit-hu eus ar moyenou-mâ evit en em breservi an dentation ?

Elec’h difiziout ac’hanoc’h hoc’h-unan, beilla varnoc’h, evessaat ha pellaat diouz an occasionou dangerus, pet gueich n’hoc’h eus-hu quet o c’hlasquet ha roet lec’h d’an drouc-speret d’ho tenti, ha pet gueich n’hoc’h eus-hu quet en em gollet en occasionou-ze ?

Anavezit ho faut hac ho maleur, ha guelit pe seurt resolution a guemerot evit an amser da zont.

P e d e n.

O va Doue, c’hui pehini a bermet e vemp attaquet nos na dez dre quellies a dentation, va c’hreaït er resolution a guemeràn da ober va oll effort evit resista out-o. Ar c’hras-ze a esperàn digant ho madelez infinit, pehini ho talc’h ehars ar re so affliget dre an dentation, evit o frotegi, o difen hac o dilivra dre ur victor glorius.