◄ Evit ar bevare sul eus ar C’horaïs | Evit sul ar Bassion | Evit ar sul Bleuïou ► |
Onsiderit penaus an Ilis a gommans hirio da represanti ar Misteriou adorabl eus a Bassion ha Maro hor Salver, hac e continu bete an deiz eus e Resurrection evit hon alya d’en em applica en deiou-mâ ispicial da gonsideri ha da anaout an obligationou infinit hon euts d’hon Redemptor Divin.
Unissit eta hoc’h intantion gant hini an Ilis, distroït un nebeut epad an amser santel-mâ ho sonch diouz ar sourciou all ha diouz afferiou ar bed, evit contempli un Doue o souffr hac o vervel evit ho silvidiguez.
An anaoudeguez vad a dleit dezàn, a dle hoc’h angagi da gontempli e souffransou, evit compren an excez eus e vadelez hac eus e garantez en hoc’h andret, hac evit renta dezàn actionou a c’hraç.
Considerit ouspen quemense ar profit a guevomp o contempli ar Bassion. Ne deus netra, eme S. Augustin, profitaploc’h evit hor silvidiguez, eguet songeal alies er pez en deus anduret Map Doue evit hor savetei.
Ar pec’het, eme S. Gregor, ne all quet reing en ur galon pehini a zeu da gontempli Passion ha maro Jesus-Christ.
Ne deus netra quer rust na quer fachus, n’en andurot a galon vad, mar songit ar barfetet a Passion hor Salver, eme Sant Isidor.
Peguer consolant eo evit ur pec’her penitant songeal e Passion Jesus ! O contempli e c’houliou sacr, hac o consideri neuse ez eo en em lequeet er stad ze evit obteni dezàn remission e bec’hejou, e teu da gonceo un esperans ferm eus e bardon.
Peguer consolant eo da ur Christen affliget contempli e Salver adorabl er groas, hac o vervel dre garante evitàn.
Pebes couraich a inspir Passion hor Salver da ur Christen evit ar souffrancou ! Pebes horreur ous ar pec’het, pebes disprijans evit plijadurezou ar bed, ha pebes carante evit e Redemteur divin.
Peguen dous e vezo da un den pehini epad e vuez a vezo bet accustumet da gontempli Jesus-Christ crucifiet, hac en devezo labouret d’e imita, peguen dous e vezo dezàn en heur ar maro quemer e grucifi etre e zaouarn ha mervel ous e gontempli !
O va ene, consider da Salver er Jardin Olivet e pehini e c’huesas an dour hac ar goad o sellet ous an nombr hac ar grevusdet eus da bec’hejou, evit pere e oa en em garguet da satisfia. Consider-èn etre daouarn ar Yusevien, consider e gurunen spern, e fas hac e gorf goloet a c’houliou hac a voad ; consider-èn o tougen e groas voar menez Calvar ; consider-èn er groas ; consider ar gouliou sacr eus e zaouarn, eus e dreit hac eus e gostes.
Ah ! va ene, ha contempli a elles-de e boaniou quer criz, hep beza touchet ha mantret gant glac’har ?
Gouelit pe seurt action a c’hras a fell deoc’h renta d’ho Redemteur divin ; gouelit dre be seurt carante e tesirit pêa ar garante infinit en deus bet evidoc’h. Petra fell deoc’h-hu da ober, petra fell deoc’h da souffr evit servich hac evit gloar ho Redemteur hac ho Toue :
Roït din, va Jesus, ur galon leun a anaoudeguez hac a garante evit ar vadelez infinit hoc’h eus bet evidon. Roït din ur galon disposet ha prest da souffr ive dre garante evidoc’h.
Ra vezo scrivet em c’halon
Jesus hac e oll Bassion.