Mont d’an endalc’had

Abrege eus an Aviel/Chapistr 21

Eus Wikimammenn
Prud’homme, 1822  (p. 90-94)



Evit Sul ar Bleuiou.
Meditation voar ar chomsou-mâ eus an Aviel hirio. Eccè Rex tuus venit tibi mansuetus : Cetu amâ ho Roue, ho Toue, pehini a zeu davedoc’h leun a zouçder hac a vadelez.
Sant Vaze, Ch. 21.
Voar ar breparation abarz ar Gommunion.

Diou gonsideration pere a ell contribui cals d’ho tisposi evit ober ur Gommunion vad ha santel. Ar guenta, songit piou eo an hini a zeu davedoc’h. An eil, songit piou oc’h hoc’h-unan.


A Barz tostaat ouz an Daul santel, considerit hoc’h eus an enor da receo un Doue eus ur Vajeste infinit. Mar en em breparer gant quement a sourci evit diguemeret ur Roue pe ur Prins, ha mar douguer dezo quement a respet, petra ne dleit-hu quet da ober evit en em brepari da ziguemeret Roue an Eê hac an douar, ha gant pebes respet, gant pebes humilite ne dleit-hu quet e receo ?

Songit penaus an hini a zeu davedoc’h a so infinimant santel, gant pebes purete a galon e tleit-hu eta tostaat ous ar Sacramant divin-mâ ? Peguer pur, peguen net e tle beza he coustians !

Songit ez iit da receo un Doue liberal, leun a vadelez hac a garante evidoc’h, pehini o tont d’en em rei e-unan deoc’h, a zeu er memes amser evit ho carga eus e c’hrasou. Gant pebes carante na dleït-hu quet mont daventàn evit e receo hac logea en ho calon !

2 P. Considerit petra oc’h hoc’h-unan : considerit ho neant, ho paourente, ho miser, ho sempladurez, ho fragilite, ho pec’hejou tremenet, hoc’h ingrateri e quènver un Doue, pehini goude quemense tout à zisquez deoc’h c’hoas quement a vadelez.

Ar reflexion parfet a reot voar an diou gonsideration-ze ne oufe quet mancout gant graç Doue da excita en hoc’h ene santimanchou bras a humilite, a gontrition, a garantez, hac un desir bras da receo un Doue quer mad, quer carantezus ha quen dign da veza caret.

Ne dleit morse Sacramanti heb caout ar santimanchou-ze en ho calon ; mæs ive gant-o e illit tostaat ouz an daul santel ; hac esperout gant fizianç e vezo ho Communion agreabl da Zoue, ha profitabl evit silvidiguez hoc’h ene.

Reflexion varnoc’h hoch-unan.

Ha sourcius oc’h-hu d’en em recueilli abarz er gommunion, ha d’en em zisposi evit un action quer santel, pehini eo ar brassa hac an importanta eus ho puez ?

Ober a rit-hu neuse actou a feiz, a adoration, a humilite, a gontrition hac a garantez ?

N’oc’h-hu quet en em bresantet avisiou ouz an daul sacr heb preparation ebet ?

N’oc’h eus-hu quet credet ez eo avoalc’h evit Sacramanti, besa bet o côves ?

O va Salver ha va Doue, anaout a ràn penaus ar pez so caus ma tennan quen nebeut a frouez eus va C’hommunionou, eo an neubet a breparation a zigassàn evit receo ho Corf sacr hac ho coad precius. Pardonit din va neglijans ; grit dre ho misericord na dostaïn gueich ebet ouz ho Sacramant adorabl nemet gant santimanchou bras a humilite, a respet hac a garante ; grit dre ho craç ma vezo bepret va c’halon un demeurans agreabl deoc’h ha dign d’ho receo.

Mar gouzoc’h lenn, quemerit ar resolution, pa en em diposet da Sacramanti da lenn en ul lévr benac an actou hac an oræsonou abarz ar Gommunion, ha goudese an oræsonou a so ive merquet eno ; ho sicour a raïnt cals da Gommunian gant devotion, gant merit ha gant froez. Cavout a reot an oræsonou-ze en Heuriou Brezonec e fin lêvr an Imitation, hac en Catechis an Escopti-mâ.