Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/65

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
61
Evit Sul ar Quiquagesim.


Evit Sul ar Quiquagesim, hanvet ar Sul Ened.
Abrege eus an Aviel hirio.


JESUS a lavaras d’e zaouezec Abostol : Mont a reomp da Jerusalem, ha quement tra o deus scrivet ar Brofetet voar Map an Den, a vezo accomplisset eno ; car livret e vezo d’ar Bayanet, goapeet e vezo ha scourgeet, ha goude ma o devezo e outraget e pep fæson, el lacaïnt d’ar maro.

Sant Lucas, Ch. 18.
Meditation evit passeal santelamant deiziou an Ened.

Considerit parfetet ar c’homzou-ze eus an Aviel pere a bropos deomp hirio hor Mam santel an Ilis ; deplorit an dallentez estranch eus an darn-vuya eus ar Gristenien, pere elec’h medita en tri devez-mâ voar bassion hor Salver hervez intantion an Ilis, o zremen e c’hoariou ; e dansou, e festou, en dibauch. An Ilis a sav hirio an anseign eus a groas Jesus-Christ, hac a zeu da renouveli ar me-