Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/64

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
60
Evit Sul ar Sexagesim.

ebatou-ze, d’en em reconcilia gant ma adversour, da frecanti ar Sacramanchou, d’en em gonvertissa ; ha n’em eus quet c’hoas ar gouraich d’e ober ?

Pebes sujet n’am eus-me quet da gaout aoun, va Doue, na serviche un deiz evit ma c’hondaonation ho comsou, pere a dlie servichout d’am santifia mar em bize grêt guell usaich anezo ?

Pardonit din va negligeans ha va infidelite. Me a guemer hirio ar resolution da selaou hivisiquen ho comsou divin gant intantion vad da brofita anezo, ha d’o c’honservi doun em c’halon evit regli va buez diout o.

Plige gueneoc’h, va Doue, c’hui pehini a ene va sempladurez, va inconstans ha va fragilite, rei din an nerz hac ar gouraich da gommans ha da beurachui ar pez a inspiret din, pe a vezo discleriet din eus ho perz.