a instructionou santel, ma e reculàn elec’h avans en hent ar silvidiguez ? Roït din sclerigen, va Doue, evit e anaout. Allas ! ne chelaouàn quet ho comsou divin gant an dispositionou requis : ne ràn reflexion ebet varnezo : va speret ha va c’halon a so evel un hent bras, digor da bep seurt songesonou ha desirou væn, pere a ra din coll en un instant ar memor hac ar sonch eus an instructionou mad a glevàn.
Mar chelaouàn aviziou gant joa comsou Doue, mar en em santàn neuse touchet, va santimanchou ha desirou mad na zeuont-ii quet souden da vouga ha da vervel em c’halon dre an affection dereglet am eus evit ar madou pe evit plijadurezou ar bed ?
N’am eus-me quet ur galon calet evel ar maen ? Na resistàn-me quet, o va Doue, ous ho mouez pehini a glevàn ous va guervel ?
Pegueit amser so aboe em sollicitet hac em pressit da guitât ar pec’het-ze, da renons d’an debauchou-ze, d’an