Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/62

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
58
Evit Sul ar Sexagesim.

guet gant-o, a represant ar re pere goude beza chelaouet comsou Doue, a zeu d’o mouga enno o-unan dre ar sourciou re vras eus ar vuez-mâ, pe dre an attaich o deus evit madou ha plijadurezou ar bed. Erfin ar pez a goueas en douar mad hac a zougas frouez en abondans, a verq ar re pere goude beza chelaouet gant un disposition vad comsou Doue, o deus sourci d’o c’honservi en o c’halon, ha da brofita anezo.

Sant Lucas, Ch. 8.
Meditation ha Reflexion voarnomp hon-unan.

Pegueit amser so aboe ma clevàn comsou Doue er Sermoniou, en Instructionou, el Lecturiou santel, pe seurt profit am eus-me tennet anezo ? Pe seurt frouez en deus produet em c’halon an had divin-ze ? A be seurt faut oùn-me en em gorriget ? E petra oùn-me guelleet ? Ne doùn-me quet mechantoc’h, viciussoc’h bremâ evit ne voàn dec, uguent, tregont vloas so ?

Petra so caus eta o clevet quement