Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/61

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
57
Evit Sul ar Sexagesim.

veza oc’h hada, lod eus an had a gouezas voar an hent, hac a voe flastret gant an treit ha debret gant al laboucet ; lod all a gouezas en un andret meinec, ha souden goude ma voe glaset, e varvas gant ar sec’hor ; darn a gouezas e touez an drez, hac a voe mouguet erfin ganto ; an darn all a goueas en douar mad, hac a zougas greun en abondans. E Zisquibien o veza goulennet digantâ petra sinifie quemense, e lavaras dezo : an had eo comsou Doue : an had pehini a gouezas var an hent hac a voe flastret gant an treit, a represant er re a cheleo comsou Doue hep ober reflexion ebet, hac a goll quer buan goudese ar memor hac ar sonch anezo. An had pehini a goueas en douar meinec hac a vervas gant ar sec’hor goude ma voe glaset, a represant ar re a receo gant joa comsou Doue, mæs pere evel ne dint quet fontet mad er vertu, a goll courach pa gavont un difficulte benac da drec’hi. An had pehini a grescas e touez an drez hac a voe mou-