fatig na guemeràn-me quet bemdez evit va c’horf ? Ha petra à ràn-me evit va ene, evit ar barados, evit Doue ? Guelit petra hoc’h eus da respont.
O va Doue, en em offri a ràn deoc’h evit ho servicha gant fidelite bete ar maro. Plige gueneoc’h receo an neubeut amser am eus da veva : e gonsacri a ràn oll d’ho caret ha d’ho servicha, evit repari an amser am eus tremenet hep ho caret. Mez ha confusion am eus o velet n’em eus da bresanti deoc’h nemet ur rest miserabl a vuez, a behini em eus roet d’ar bed ha d’e blijadurezou ar bloaveziou quenta hac ar c’haëra amser. Mæs esperout a ràn, gant ar sicour eus ho craç, e reparin dre ar binigen an amser am eus collet.
R bobl bras o veza en em assamblet en dro da Jesus-Christ, e lavaras dezo : An Tad a Famill o