Mont d’an endalc’had

Abrege eus an Aviel/Chapistr 4

Eus Wikimammenn
◄   Evit an drede sul eus an Azvent Evit ar bevare sul eus an Azvent Evit ar sul goude Nedelec   ►


Evit ar bevare Sul eus an Azvent.
Abrege eus an Aviel hirio.


Sant Yan-Vadezour pehini, o veza c’hoas ur c’hrouadur yaouanc a oa en em dennet en desert, a guitaas e solitud d’an oad a dregont vloaz hac a zeuas var vord Rivier Jourdren evit preseg ar binigen, hac evit publia donediguez ar Messii. N’en devoa evit guiscamant nemet croc’hen ur chameau, hac evit oll magadurez un nebeut mêl sauvaich, dour ha griziou lousou. Grit pinigen, emezàn d’ar bobl pehini a zirede e foul evit e glevet hac e voelet, grit pinigen evit en em zisposi da receo Redemteur ar bed. Peb den a voelo souden ar Salver pehini a zeu eus an Eê evit Redemtion ar bed-oll.

Sant Lucas, Ch. 3.
Meditation var ar Binigen.

1 Poent. Ret eo ober pinigen.

2 P. E pe fæçon e rér pinigen.

Sant Yan ne sortias eus e zesert nemert evit preseg ar binigen, an oll Brofetet o deus bepret prezeguet ar binigen ; Jesus en deus commancet e bredicationou dre exhorti ar bobl da ober pinigen, ha discleria a ra penaus hepdy ne deus quet a silvidiguez. Doue a so just : evelze ar pec’het a dle beza punisset er bed-mâ pe er bed-all ; rêt eo eta ober pinigen.

Ar binigen a so necesser non pas hepquen evit effaci ar pec’hejou commetet, mæs c’hoas evit en em breservi eus ar pec’het en amser da zont. Hor sempladurez hac hor fragilite a so bras, adversourien hor silvidiguez an drouc-speret, ar bed hac ar c’hiq, a ra deomp ur bresel continuel, ha ne allomp o zrec’hi nemert dre ar binigen.

Ar brassa Sænt, petra benac ma oa pur ha santel o buez, ha ma pelleent muia ma ellent dious ar bed ha dious an occasionou eus ar pec’het, o deus grêt pinigennou ar re rusta. Ha credi a allàn-me goudese e venn exant d’e ober, me pehini am eus commetet quellies a bec’het, hac a so exposet da quelliez a zanger ?

2. P. Ret eo ober pinigen, mæs petra a dleàn-me da ober evit quemense ?

Renoncit d’ar pec’het ha d’an occasionou a ell ober deoc’h e gommeti ; labourit da vortifia ho coal inclinationou ; grit œuvrou mad evit repari an drouc hoc’h eus grêt hac ar goal exempl hoc’h eus roet ; en em abstenit muya me ellot eus ar plijadurezou permetet en intantion da satisfia evit ar plijaduriou difennet hoc’h eus quemeret. Pratiquit ar vertuziou control d’ar viçou da bere hoc’h bet sujet.

Ur binigen excellant eo c’hoas souffr gant patiantet hac a galon vad an afflictionou, ar c’hollou, ar c’hroasiou a zigouez gueneoc’h. Ur binigen vad eo anduri gant resination da volonte Doue ar boan a santit en hoc’h etat, en ho tieguez, en ho labour, oc’h offri ar boan-ze da Zoue evit satisfaction eus ho pec’hejou.

Evit en em excita da ober pinigen, songit penaus e illit dre eno ober ho Purcator er bed-mâ ; songit er gloar a brocuro deoc’h en Eê ho pinigen hac ho mortificationou.

Mar seblant deoc’h e ve diez ha rust ar binigen, gouefeet penaus ar c’hraç interieur hac an onction a scuil Doue en ene, a ra he c’haout douç hac agréabl. Ar Sænt a oa leun a gontantamant hac a joa e creis ar rusta pinigennou.

Reflexion varnomp hon-unan.

Ha comprenet am eus-me biscoas peguen necesser eo ar binigen, ispicial d’ar bec’herien, ha da ur pec’her eveldon ?

Pe seurt pinigen, pebes mortification am eus-me grêt em buez ?

Pe sort plijadur am-eus me refuset d’am c’horf evit e bunissa eus ar plijadurezou criminel en deus quemeret ?

N’am eus me quet credet penaus goude beza coessaet va fec’hejou, ha recevet an absolven, n’em boa muy ezom ebet da ober pinigen ?

N’am eus-me quet songet e reen avoalc’h a binigen o caout em stad cals a labour, a sourci hac a fatig ? Mæs penaus am eus-me souffret ar poaniou-ze ? Hac o recevet am eus-me gant soumission da volonte Doue ? O offret am eus-me da Zoue evit pinigen eus va fec’hejou ? Allas bevet am eus e creis ar boan hac ar binigen, ha defaut ober usaich mad eus ma foaniou, n’am eus grêt pinigen ebet.

Me a guemer hirio ar resolution da receo gant ur speret a binigen quement poan a erruo guenê. Pe sort poan benac am bezo, e livirin bepret : peguen eürus oùn-me mar gallàn gant quen neubeut a dra satisfia da Zoue, ha racquita ar poaniou am eus meritet dre ma fec’hejou.

O va Doue, va c’hreaït em resolution gant ho craç oll-galloudec.