Abrege eus an Aviel/Chapistr 76

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche


MEDITATION.
Voar ar Barados.

1. P. Peguer caër eo ar Barados.

2. P. Ar pez a dleomp da ober evit e c’hounit.


COnsiderit peguer caër eo ar Barados, Palæs an Autrou-Doue, an Trôn eus e c’hloar, ar pen œuvr eus e vanifiçanç, ur plaç a blijadurez e pehini e jouis ar Sænt eus un eürusdet eternel, o velet Doue faç-a-faç, oc’h e gontempli, oc’h e garet ahed un eternite heb fin.

Un Doue eo da behini ar bed-oll n’en deus coustet nemet ur goms, pehini a implich e oll buissanç evit renta parfetamant eürus e servicherien fidel.

Represantit eta d’ho speret ar c’haëra traou hac ar c’haëra compagnunez a illit da gompren, ha livirit goudese : ar Barados a so infinimant caëroc’h evit quemense.

An Abostol sant Paul, goude beza bet ravisset bet’en Eê, en deus discleriet penaos speret an n’en deus quet comprenet ar pez en deus preparet Doue d’ar re pere er c’har.

2. P. Considerit penaus ar Barados a so hon heritach, acquisitet deomp gant Jesus-Christ dre ar bris eus e Voad precius, mæs pehini cousgoude ne d’eo prometet deomp nemet dindan condition ma labourimp evit e obteni. Ar Barados a so ur recompans, ret eo eta e meritout dre al labour : ur gurunen eo, ret eo e gounit dre ar victor.

Avi hon eus ouz eürusdet ar Sænt, ha ne zepand nemet ac’hanomp beza un deiz ar pez ma int. Ar memes curunen pehini o deus-ii meritet, a so proposet deomp evit recompans eus hon labour : servicha a reomp ar memes Mæstr, beza hon eus ar memes Lesen, ar memes Aviel, mar fell deomp eta erruout er memes termen, heuliomp ar memes hent o deus-ii heuliet, imitomp o exempl, imitomp o vertuziou. N’en em excusomp quet voar hor sempladurez : ar Sænt a oa tud eveldomp, beza o devoa ar memes sourciou, ar memes tentationou, ar memes difficulteou eveldomp, hac exposet e oant d’ar memes dangerou ; cousgoude hep caout quen sicour na quen moyen d’en em savetei, nemet ar re hon eus ni hon-unan, ez-int erruet eürusasuant er porz eus ar silvidiguez.

Ar Sænt o devoa ur guir volonte d’en em savetei ; o sonch hac o c’halon a oa en Eê ; hac an esperanç eus ar recompans a c’hortoent, a gresque bepret o c’houraich. Songeomp ive alies er Barados, sellomp ouz an Eê ; consideromp ar gurunen a so destinet deomp, hac en em santimp excitet muy-oc’h-muy da labourat evit e meritout.

Evit mont d’an Eê, evit beza Sant, ne d’ê quet absolumant necesser ober traou bras ha dreist-ordinal, mæs miret Gourc’hemennou Doue, hac en em acquita eus an deveriou eus ar stat da behini en deus hor galvet. Ha diez e quivit-hu quemense ? Hac e couste un dra benac deoc’h, pegueit e pado ho poan, ha pegueit ne pado quet ar recompans ? E guirionez, ha coustout a ell re, pa vez question da c’hounit un eürusdet eternel ? Quement a oufemp da ober na da souffr, eme c’hoas S. Paul, ne d’eo netra e comparseson d’ar gloar a so prometet deomp.

O va Doue, ha beza em bo-me un deiz an eur da dânva an douçder eus an eürusdet voar pehini e veditàn ? N’oc’h eus va c’hrouet nemet evit ar fin-ze, ha rei a rit din an oll moyenou necesser evit quemense. Ha revus a rin-me ar gurunen a offrit din ?

O Palæs caër a Zoue, e pehini pep tra so douç, ha netra c’huero, e pehini ar ros a vezo hep drein, ar peoc’h hep bresel, hac ar vuez hep fin ! O Jerusalem celestiel, e pehini e canimp eternelamant ar C’hanticou caër eus a Sion ! Piou a allo caout poan o labourat, oc’h ouzout ez oc’h ar recompans eus e labourou ! Piou a revuso combati, o consideri ar gurunen a so preparet evit-àn !

Peguen dister ha peguen disprigeabl e cavàn-me madou an douar, pa sellàn ouz au Eê, ha pa gonsideràn ar madou eternel !