Mont d’an endalc’had

Abrege eus an Aviel/Chapistr 9

Eus Wikimammenn
◄   Evit an drede sul goude ar Rouane Evit ar bevare sul goude ar Rouane Evit ar bempet sul goude ar Rouane   ►


Evit ar pavare Sul goude ar Rouane.
Abrege eus an Aviel hirio.


JESUS o veza en ur vag var ar mor gant e zisquibien, e savas un avel hac un tourmant quer bras, ma oa goloet ar vag gant an houliou vor : Jesus a gousque cousgoude ; e zisqubien en dinunas en ur lavaret : hor Mæstr, hor saveteit, mont a reomp da goll. Jesus a lavaras dezo perac hoc’h eus-hu aoun, tud a nebeut a feiz ? Neuse o sevel, e commandas d’an avel ha d’ar mor, ha quer buan an avel a souplaas hac ar mor a galmas. Ar re a ïoa presant a voe soueset meurbet, hac e lavarent entrezo : piou eo an den-mâ, ma obeis dezâ an avel hac ar mor.

Sant Vaze, Ch. 8.
Meditation voar an Tentationou.

1. Poent. Evit petra e permet e vemp tentet.

2. Poent. Ar pez a dleomp da ober pa santomp an dentation.

Considerit penaus an avel hac an tourmant-ze pehini a erruas gant an Ebestel, a represant ar pez a erru gueneomp voar ar mor perillus eus ar bed-mâ, e pehini oump exposet da un infinite a zangerou, a gontroliezou, a dentationou. Beza ez eus bepret un avel benac o c’houea, un dentation benac pehini hon tourmant, un dristidiguez pe ur boan benac pehini a droubl peoc’h hon ene.

Doue a bermet quemense evit distaga hor c’halon diouz ar vuez-mâ, e pehini ne gavomp nemet trubuill ha miser ; Doue er permet evit ober deomp santout hor sempladurez, ha peguement e tleomp disfiziout ac’hanomp hon-unan ; Doue er permet evit eprouvi hor vertu : Abalamour ma oac’h agreabl da Zoue, eme an Æl da Dobii, eo bet necesser ma e veac’h bet eprouvet dre an dentation. Doue er permet evit hor purifia ; car evel an tân a amproü hac a burifi an aour, evelse, eme ar Speret-Santel, an dentation a amprou hac a burifi mui-oc’h-mui an den just. Doue er permet erfin evit rei deomp occasion da bratica ar vertuziou, ha da grisqui hor mirit hac hor c’hurunen en Eê.

2 Poent. Considerit penaus an Ebestel ous en em velet en danger da vont da goll, o devoe recours da Jesus-Christ. Disquit dre o exempl ar pez a dleit da ober abars peb tra pa santit an tourmant eus an dentation o sevel en hoc’h ene, ho pêt recours d’an hini pehini hepquen a ell ho savetei hac ho tilivra a bep drouc. N’en em arretit quet neuse da ober reflexion varnoc’h hoc’h-unan, na da chelaou pe da examina en dentation, mæs rac-tâl ho pêt recours da Zoue, evel ma o devoue an Ebestel, ha livirit dezàn : va sicourit, va saveteit, va Doue, emedon en danger d’en em goll.

Consider amâ, va ene, ar vadelez eus a Jesus e quenver e servicherien pere en em guef en danger ; querquent ha ma cleo mouez e Ebestel, e teu d’o sicour ha d’o c’honsoli, lavaret a ra dezo ne dleont caout aoun ebet pa edont gantàn, ha lacât a ra dre e goms ar peoc’h hac ar c’halm en o sperejou.

O peguer mad eo esperout e Jesus, ha lacât e fizians ennàn ! car piou en deus-èn pedet a vir halon, ha ne d’eo quet bet chelaouet ? Piou en deus bet recours dezàn en e ezom, ha ne d’eo quet bet sicouret ?

Grit reflexion varnoc’h hoc’h-unan.

Querquent ha ma santit an dentation, ha recours hoc’h eus-hu da Zoue dre ar beden ?

Ha fizians hoc’h eus-hu ennàn ?

Ha ne d’eo quet eus an defaut a fizians e teu ho tigonfort hac ho tigourajamant ?

Elec’h lacât ho fizians e Doue n’en em abandonet-hu quet heb resistans ebet d’an dentation, da adversour ho silvidiguez, d’an drouc-speret, o cridi ne illit quet resista outàn ? Penaus eta, a disfiziout a rit-hu eus a c’hraç an Autrou-Doue hac eus e vadelez ? O peguen nebeut a feiz hoc’h eus-hu ! Ne ouzoc’h-hu quet penaus ne arru netra gueneoc’h nemet dre urz Doue pe dre e bermission, ha penaus e oar tenna ar mad eus an drouc ? En em abandonit eta etre e zaouarn en amser an dentation : gelvit-èn d’ho sicour, ha liquit hoc’h oll fizians ennàn. Gant ur goms hepquen e all lacât ar c’halm hac ar peoc’h en hoc’h ene.

O va Doue, anaout a ràn va sempladurez ha va fragilite, mæs gouzout a ràn ive penaus e illit, hac ez oc’h prest bepret d’am souten a enep an attacou eus an tentationou. Rac-se o tisfiziout ac’hanon va-unan, hac o lacat va fizians enoc’h, e livirin deoc’h em affliction evel an Ebestel : Va sicourit, va Doue, emaoun en danger d’en em goll ; hac esperout a ràn n’em abandonot quet e creiz an danger.