Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/154

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
150
Al Lun ar Pantecost.

c’honsolation, va senchit en un den nevez : cenchit ma speret pehini a so quen infidel, quen digouraich, quen impatiant, ha roït din hoc’h hini pehini a so ur speret courajus, ur speret fidel, ur speret dous, ur speret patiant ha carantezus. Plige gueneoc’h dont d’am bisita ; n’am privet quet eus ho tonæsonou, peguen indign benac ez oùn ; na bermetit quet e tremenfe ar Goueliou-mâ hep ma santin an effejou dous eus ho cras hac eus ho presans.



Evit Meurs ar Pantecost.
Meditation. Peguen important eo heulia inspirationou ar Speret-Santel.


COnsiderit penaus un inspiration vad a so mouez ar Speret-Santel, pehini a barlant ouzomp, pehini hon instru, pehini hon exhort.

Hor silvidiguez a zepand alies eus hor fidelite da heulia un inspiration vad hepquen. Peguement a Sænt a so