Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/155

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
151
Meurs ar Pantecost.

eürus er Barados evit beza bet fidel da brofita eus un inspiration, hac e vize en em gollet, ma n’o devize quet profitet anezi ! Peguement a aneou a so maleürus en Ifern, evit beza dispriget un inspiration o devoa bet, ha pere a vize bet salvet mar o devize grêt usaich vad anezi.

Nep a brofit eus a c’hraçou Doue, a receo re all brassoc’h ; hac an nep a zeu da abusi anezo, a goll ar re a oa destinet evitàn.

Doue a daô goude beza parlantet ; en em retira a ra goude beza clasquet ; disprijout a ra goude beza bet dispriget, punissa a ra goude beza anduret.

Quement inspiratien vad a zeu deoc’h, ma ne servich bremâ evit ho sanctification, a servicho un deiz evit ho condaonation.

Pet gueich hoc’h eus-hu manquet da heulia inspirationou a Speret-Santel ? Beza ez eus marteze ur bloaz, daou vloas, pe ouspen, ma hoc’h inspir da ober ur mad pehini n’hoc’h eus