Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/156

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
152
Meurs ar Pantecost.

quet grêt c’hoas. Pegueit amser so ma lavar deoc’h ma ho sollicit, ma ho press da renons d’ar pec’het-se, d’ar goal-accustumans-se, ha ne rit vân ebet ?

Considerit an nombr a c’hraçou ous pere hoc’h eus resistet, considerit an neubet amser hoc’h eus muy da veva, ha ma eo resolvet an Autrou-Doue da souffr ar resistans-se. Mar clevit hirio e vouez, na galedit quet ho calon ; ho quervel a ra, martese evit ar veich diveza. Liquit evez ne lavarfe deoc’h erfin : Ho calvet am-eus, ha n’hoc’h eus quet va chelaouet ; va guervel a reot, ha n’ho chelaouin quet.

Trugarecaït ar Spetet-Santel eus an oll inspitationou, an oll donæsonou, an oll graçou en deus roet deoc’h : goulennit digantàn pardon eus an neubet a fidelite hoc’h eus bet da brofita anezo. Chelaouit ar pez a lavar deoc’h bremâ, ha bezet fideloc’h d’e ober, gant aoun ne zeufe erfin d’hoc’h abandoni.