mar en em bligit o songeal e Doue hac o clevet parlant anezàn.
Examinit amâ hac ar re-ze eo ho tispositionou. Mar o remarquit enoc’h, anavezit ez int donæsonou ar Speret-Santel pehini a so en ho calon ; rentit dezàn actionou a c’hras, ha rapportit dezàn an oll gloar.
Ma ne remerquit quet enoc’h an oll dispositionou-ze, na zisesperit quet cousgoude, ha na gollit quet couraich, mæs sellit petra so enoc’h hac a ell displijout d’ar Speret-Glàn, hac en ampeich da zisquen en ho calon : renoncit eus a vremâ da guemense ; mar quivit e ve dies ha poanius deoc’h e ober, songit penaus an onction eus ar Speret divin-ze a zousaï souden ho poan hac a blenaï an oll difficulteou. Liquit ho fizians ennàn : presantit dezàn hirio ho calon, ha pidit èn dre ho taëlou hac hoc’h hirvoud da burifia hoc’h ene, ha da lacaat ennàn an tân sacr eus e garante divin.
Speret-Glàn, sourcen eus an oll graçou, hon refuich, hon nerz hac hor