Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/152

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
148
Ar Lun ar Pantecost.

Ni ho suppli, deut en ho pobl fidel,
Disquennit da sclerrât hor sperejou,
Da doma dre ho craç hor c’halonou.



Evit Lun ar Pantecost.
Meditation voar er mercou dre bere e ellomp anaout ha ni hon eus recevet ar Speret-Santel.


COnsiderit penaus e illit caout un assuranç moral hoc’h eus bet an heur da receo ar Speret-Santel ha d’e gaout en ho calon ; da guenta, mar d’oc’h fidel da ober quement a ouzoc’h a c’houlen Doue digueneoc’h ha d’e ober dre garantez evitàn. D’an eil, mar souffrit gant patiantet hac abalamour da Zoue, ar pez a erru gueneoc’h a rust hac a boanius, quen en ho corf hac en ho speret, quen en ho reputation hac en ho madou. D’an drede, mar en em soumetit hac en em ahandonit e pep tra d’e volonte divin, o cridi parfet penaus quement a ra a so just ha santel. D’ar bevare,