tâ, da burifia hoc’h ene diouz quement a alle displijout dezàn hac e ampeich da ober e zemeuranç en ho calon. D’an eil, en em retirit dious trous ar bed, ha supliet dre bedennou fervant ar Speret divin-ze da gomunica deoc’h e c’hraçou hac e zonæsonou, ha da guemer possession eus ho calon.
Speret-Glàn, disquennit, me ho supli, em ene ; quemerït possession eus va c’halon : deut d’am frotegi a enep adversourien va silvidiguez ; distaguit va c’halon diouz an douar, grit din saouri an traou celestiel, carguit va memor a songesonou santel, scleraït ma entendamant, hac alumit em c’halon ar flam eus ho carante divin.
Goulennit ar memes graçou evit ho Nessa, ispicial evit ar re ma oc’h obliget da bidi.
P e d e n pehini a illit ober alies er Goueliou-mâ, hac a illit memes da gana.
Deut, deut bremâ enomp, Speret-Santel,