Onsiderit tri maleur bras pere a arru peurvuya gant ar bec’herien pa varvont.
Darn anezo a so surprenet gant ar maro.
Darn-all en em dromp o-unan.
Re-all erfin a gouez en disesper.
1. P. Da guenta, peguement a bec’herien a vez surprenet gant ar maro, o deus ur maro subit, a varv dre ur goall fortun pa un accidant, hac aviziou memes e creiz o dibauch hac o dibordamanchou. Mervel a reont hep caout an amser d’en em anaout na da repari o fautou ; mervel a reont en o fec’het, hac eus a greiz o flijadurezou maleürus e couezont en un taul en creiz an tourmanchou horribl eus an Ifern, sioaz dezo !
E pe stad em guivit-hu ? Ha c’houi so disposet-mad da vervel, pa blijo gant Doue ho quervel.
N’oc’h eus-hu quet c’hoaz un urz benac da lacaat en ho conscianç ? Mar hoc’h eus un dra benac da ober, penaus e credet-hu dale un devez hepquen, goude an exempl eus a guement a bec’herien pere a so bet surprenet gant ar maro ?
2 P. Peguement a bec’herien, pere en o c’hlenvet mortel ne fell quet dezo cridi e varfent c’hoaz, pere ne songeont nemet en