Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/306

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
302
Meditationou.

o drouc pe en o foan, pere goude beza bet diegus en o buez da dostât ouz ar Sacramanchou, o deus ar memez diegui en o c’hlenvet ; ha mar en em resolvont erfin da goves, n’er greont nemet pa int quer sempl ne maïnt muy e stad da gofes erfad, na da en em excita da ur guir gontrition, na da repari an domaich o defe grêt. Mervel a reont hep preparation ebet, mervel a reont en o fec’het.

3 P. Peguement a bec’herien a gouez en disesper er moment ar maro ! Epad o buez e commetent pep sort crimou hep scrupul, heb remors ebet, ar brassa pec’hejou a gontent evit neubet a dra, lonca a rent ar pec’het evel dour ; mæs en heur ar maro o c’honscianç a zeu d’o ficat. Neuse e teu sonch dezo eus un infinite a voall actionou hac abominationou o deus commetet, eus un infinite a voall gomsou, songesonou, desiriou, hac e santont ar bouez hac an enormite anezo. Quemense tout, gant ar spont rag jugeamant an Autrou-Doue e pehini e rencont apparissa, hac an horror eus an Ifern e pehini int prest da veza confontet, a zeu d’o zroubli, d’o zourmanti, d’o disesperi.

Mar goulennomt pardon digant Doue, e santont ne d’ê quet touchet o c’halon pehini a so calet evel ar mæn. Guelet a reont eo ar pec’het o c’houita, ha ne dæeo quet ind-ii a guitta ar pec’het. Mervel a reont erfin en ur stad quen trist ha quen déplorabl.