Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/307

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
303
Meditationou.

Pet pec’her disesperet a so bet clevet pa oant prest da vervel, o prononç o-unan o c’hondaonation, en ur lavaret : hevelep buez, hevelep maro : bevet am eus evel un impi, ha mervel a ràn evel un impi.

Reflexion varnomp hon-unan.

Ma vizen maro ur certen amser so, ar maro n’en deviz-èn quet va c’havet er stad-ze ?

En heur diveza ha contant en em guivin-me da veza bevet er fæçon ma vevàn ?

Ma tigoueffe din mervel hirio, ha prest oùn-me ?

Goude an avertissamanchou a ro Doue din, goude an exemplou a zisquez din, ar santimanchou mad a inspir din, an amser a accord din, ar gourdrouzou a ra din, ha mancout a rin-me pelloc’h da lacaat urz em c’honscianç ?

Ma ne brofitàn quet bremàn eus ar c’hraç a ra din, ha mar abusàn eus e visericord, ne dleàn-me quet caout aoun n’en devezo quèt truez ouzin voar va maro ?

Va Doue, me ho trugareca dre ma roit din c’hoas un neubet a vuez evit en em brepari d’ar maro. Anzao a ràn penaus am eus cunduet buez ar bec’herien, ha penaus em eus ive meritet mervel eguis ma varf ar bec’herien ; mæs hirio, gant ar sicour eus ho craç, e quemeràn ar resolution da lacât urz er pez a alfe ma zroubli ha ma ambarassi en