Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/304

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
300
Meditationou.

pec’het, em eus quiteet Doue renoncet em eus d’e servich, en em rentet em eus esclaf an drouc-speret. Pebes cenchamant eus ur Mæstr quer mad pehini en devoa recompansou quer caër da rei din, en un tyrant quer cruel pehini n’en deus nemet tourmanchou da bartagi guenê ! Gouzout a ren penaos ur pec’het hepquen a ree din coll graçou-mad va Doue hac ar guir a allen da bretandi er Barados, ha penaus am rente coupabl eus an Ifern, ha couscoude em eus èn commetet ; n’am eus-me quet grêt evel pa em bize signet va c’hondaounation, hac evel pa em bize lavaret : n’emaoùn quet e sourci na gant ar Barados na gant an Ifern, nemet ma contantin va inclination. E petra e songen-me, maleürus ! Ma vizen maro er stat-ze, pelec’h e ven-me bremàn ? O dallantez !

O va Doue, pa zisplich quement deoc’h ar pec’het, inspirit din an oll horror a dleàn da gaout anezàn. Grit ma reparin dre ur guir binigen an offançou am eus commetet en hoc’h enep. Resolvet oùn, gant ar sicour eus ho craç, da bellaat dious an occasionou a so bet quer maleürus evidon, ha da resista ouz va goall inclinationou gant muy a gouraich evit pa ve question da goll va madou, enor ha va buez.