Mont d’an endalc’had

Abrege eus an Aviel/Chapistr 61

Eus Wikimammenn


Evit a Sul diveza goude ar Pantecost.
Abrege eus an Aviel hirio.


SAlver ar bed goude beza instruet e Zisquibien voar meur a dra, a achuas e instruction dre ar c’homsou-mâ : An Eê hac an douar a dremeno, mæs va c’homsou-me ne dremenint quet.

Sant Vaze. Ch. 24.
Meditation voar ar virionez vras-ma : An Eê hac an douar a dremeno, mæs va c’homsou-me ne dremenint quet.

Doue ne geinch quet, nac e gomsou ne zeinchont quet quen neubet. E gomsou a so guirioneou eternel hac a subsisto bepret.

Considerit eta penaus quement tra a so comprenet en Aviel, quement tra en deus lavaret Jesus-Christ, hac a zeu ar Bredicatoret da ziscleria eus e berz er gador a virionez, a so hac a vezo guir bepret. An Eê hac an douar a dremeno quent evit na ve cenchet ul liseren pe ur poent hepquen eus al Lesen.

Songit pe na songit quet, credit pe na gredit quet, ne d’eo ha ne vezo quet neubetoc’h guir penaus n’emaoc’h er bed-mâ nemet evit labourat evit an affer eus ho silvidiguez, ha penaus n’hoc’h eus, evit lavaret mad, nemet an affer-ze hepquen. Songit ar pez a guerot, beza ez eo hac a vezo bepret guir penaus an hent pehini a gondu d’an Eê, a so enq ha stris ; guir e vezo bepret e renquer douguen e groas bemdez, ha resista continuelamant ouz e voal inclinationou ; guir a vezo bepret penaus an Aviel hepquen a dle beza ar reglen eus hor buez, ha penaus en em gollomp, ma heuliomp ar reglennou faus eus ar bed.

Erfin guir e vo bepret penaus evit beza salvet, eo necesser pratica an œuvrou mad hervez hor gallout, ez eo ret en em acquita eus hon oll obligationou e quenver Doue hac hon nessa, ha penaus mar mancomp en ur poent hepquen, en em gollimp maleürusamant epad un eternite.

Reflexion voarnomp hon-unan.

Hervez an Aviel e vezin barnet un deiz. Ha quemeret am eus-me bete vremâ an Aviel evit reglen eus va buez ?

Pe sort profit, pe sort frouez am eus-me tennet eus a guement a Sermoniou hac a Instructionou santel am eus clevet ?

Gant pe seurt dispositionou a speret hac a galon e chelaouan-me comsou Doue ? Ober a ràn-me reflexion varnezo ? O lacât a ràn-me doun em c’halon evit o fratica ?

O va Doue, ho comsou a so comsou a vuez. C’houi a so ar virionez, an hent hac ar vuez ; racze resolvet oun, gant ar sicour eus ho craç, da chelaou gant docilite ho comsou divin, ha da guerzet gant couraich dre an hent hoc’h eus desquet deomp, ha dre ar voyen-ze e esperàn e arruin en termen eürus, pehini eo ar vuez eternel.


Fin a Abrege eus an Aviel.