◄ Evit ar sul diveza goude ar Pantecost | Instruction voar ar profit bras a allomp da denna eus ar Veditation | Method a Oræson, etc. ► |
R virionez incontestabl eo penaus ne deomp quet capabl heb ar sicour eus a c’hraç an Autrou-Doue, da ober an distera mad evit hor silvidiguez, non-pas memes da gaout ur sonch vad ac’hanomp hon-unan ; ne allomp quet c’hoas sortial eus ar stad deplorabl a bec’het, na trec’hi hon inclination direglet, nemet dre ar sicour eus e c’hraç.
Voar an necessite-ze hon eus a c’hraç Doue e pep occasion, eo fontet an necessite eus an oræson, pehini eo ar voyen en deus Jesus-Christ etablisset e-unan evit e obteni. Dre-ze ivez an Ilis a bropos d’e vugale an oræson evel ur voyen puissant da lacaat da zisquen o c’halonou ha conservi enno er c’hraç divin-ze, pehini a so buez o ene.
An Tadou Santel eus an Ilis o deus recommandet dreist pep tra an oræson mental, da lavaret ê, an oræson a galon, pe ar veditation, pehini a henvont alc’hue an Eê, ar mân pehini a ranferm an douçder eus an oll vertuziou, ur sourcen eus an oll graçou hac eus an oll madou eus ar vuez spirituel : hiniennou memes eus an tadou santel-ze o deus avancet penaus ne gomprenent quet e voa possibl cundui ur vuez christen hep an oræson mental. Mæs petra benac a ve, consideret o deus-oll an oræson mental evel an agreapla da Zoue hac ar profitapla evit an eneou, evel ar voyen an æzza, ar berra hac an assura evit ober e silvidiguez, evel ar propra da inspira deomp an horreur eus ar pec’het, da ober deomp estimout ha caret ar vertu, ha d’hor c’hreaat e servich Doue.
Dre an oræson e teu an den d’en em antreteni calon-ouz-calon gant e Zoue. Pebes enor ha pebes avantaich ! En oræson eo e communiq Doue d’an den e c’hraçou gant abondanç, o scleraat e speret, oc’h anflammi e galon, hac o carga e ene eus a un douçder pehini a dremen infinimant an oll joa eus ar bed. Avantajou quer bras ha quer caër na dleont-ii quet hon excita da ur pratiq quer mad ha quer santel ?
Mæs martese e leverrot-hu : ne ouzòn quet ober oræson, ha n’em eus quet amser d’e ober. Da guemense e respontin : da guenta, mar livirit n’hoc’h eus quet an amser, dre’n abec ma hoc’h eus cals a labour (supposet memes e vec’h o servicha) na illit-hu quet da viana ober oræson da Sul ha da Vouel ? Ne guevet-hu quet d’an deziou pembez memes, peguement bennac a labour ho pe, an amser evit ho repasiou reglet ? N’oufec’h-hu quet ive ; en ur regla mat hoc’h amser, cavout un hanter heur pe ur c’hard-heur evit rei d’hoc’h ene ar vagadurez spirituel a behini he deus quement a ezom ? Mæs supposet e ve guir n’ho pe quet amser aviziou ; grit neuse ta hoc’h oræson en ur vont d’ho tevez, pe en ur ober memæs ho labour, nemet na glefot quet cals a drous en dro deoc’h. Mar d’houc’h custum da lavaret cals a bedennou vocal, e allot, mar quirit, diminui darn anezo evit caout ar spaç da ober oræson mental, pehini a dra sur a vezo agreaploc’h da Zoue, hac a behini e tennot avantajou brassoc’h evit avanç hac assuri ho silvidiguez.
Mar livirit ne ouzoc’h quet ober oræson, evit e zisqui n’hoc’h eus nemet lenn an nao Chabist quenta eus an eil Quevren eus al Levr Introductïon d’ar Vuez devot, e pelec’h e quefot quement a so necesser evit ober ervad oræson. Hac e cas n’ho pe quet al Levr-ze, et quefot amâ varlerc’h e ber gomsou ur method a oræson, a behini e vezo æzzoc’h deoc’h derc’hel sonch.